Ar Referendom war dizalc'hiezh Katalonia, anavezet dindan an anv 1-O e Katalonia, a zo ur referendom emdermeniñ bet aozet d'ar 1añ a viz Here 2017 gant Generalitat ha Parlamant Katalonia met berzet gant gouarnamant ha Lez-varn Bonreizh Spagn. Goulennet e oa bet gant dilennerien Katalonia : Ha fellout a ra deoc'h e vefe eus Katalonia ur Stad dizalc'h dindan stumm ur Republik ? e teir yezh : katalaneg, kastilhaneg hag okitaneg. Abalamour m'eo bet berzet gant Lez-Varn Bonreizh Spagn en doa klasket gouarnamant Spagn miret ouzh ar Gatalaniz da votiñ, gant feulster a-enep ar voterien zoken. Daoust d'o enebiezh ez eus 42,4% eus an dilennerien o deus gallet votiñ ha dibabet o deus an dizalc'hidigezh a 90,18% eus ar mouezhioù. Diwar an disoc'hoù-se en doa diskleriet Carles Puigdemont an dizalc'hidigezh d'an 10 a viz Here, kadarnaet gant ar Parlamant d'an 27 a viz Here. Gouarnamant ha justis Spagn o deus tapet abaoe kontrol ar vro dre mellad 155 Bonreizh Spagn hag enklaskoù evit sevel ur prosez en deus lakaet 11 politikour katalan en toull-bac'h padal ez ae un nebeud re, en o zouez Prezidant ar Generalitat Carles Puigdemont d'an harlu e Belgia.
Developed by StudentB